War-dro 700 a-raok Jezuz-Krist e tigor ur sevenadurezh pinvidik en Europa ar C'hreiz, hag a oar ober gant an houarn. Tamm-ha-tamm e skigno ar Gelted o arzoù hag o zeknikoù betek an Arvorig... Brezelourien taer e oa ar C'halianed, met artizaned ha labourerien-douar eus ar c'hentaän e oant ivez. Ha petra lâret diwar-benn ho drouized ken desket ? Setu ur gevredigezh en he bleuänv, hag a zesacho buan an alouberien roman... Tak-kozh Anna a zo ur marvailher hep e bar evit kontaän ha displegaän istor Breizh d'e verc'h-vihan... ha d'an holl vugale war ar memes tro !