Adalek fin an Henamzer e rank Bretoned Breizh-Veur kilaän dirak argadennoù ar pobladoù german ha gwask o amezeien kelt. Divroaän a reont neuze betek an Arvorig. Stourm a rint a-enep ar Franked gant Nevenoe, ha trec'h e vint e Ballon e 845. Mab Nevenoe, Erispoe, a drec'ho d'e dro Karl Moal. Dont a raio neuze da vezhaän kentaän roue Breizh... Tad-kozh Anna a zo ur marvailher hep e bar evit kontaän h displegaän istor Breizh d'e verc'h-vihan... ha d'an holl vugale war ar memes tro !